Last modified on 17 May 2008, at 02:21

Commons:Kammedoù kentañ

This project page in other languages:

Alemannisch | aragonés | العربية | asturianu | български | brezhoneg | català | کوردی | čeština | dansk | Deutsch | Ελληνικά | English | Esperanto | español | eesti | euskara | فارسی | français | galego | hrvatski | magyar | interlingua | italiano | 日本語 | ភាសាខ្មែរ | 한국어 | Lëtzebuergesch | lietuvių | македонски | Nederlands | norsk nynorsk | norsk bokmål | occitan | polski | português | română | русский | slovenčina | slovenščina | shqip | српски / srpski | suomi | svenska | Türkçe | Tiếng Việt | 中文(简体)‎ | 中文(繁體)‎ | Zazaki | +/−

Kammedoù kentañ evit kas Commons war-raok

  1. Ret eo deoc’h dont e-barzh evit gallout enporzhiañ skeudennoù. Krouiñ ur gont a vez graet en ur serr-lagad ha ne goust netra.
  2. Bezit sur e klot ar gwirioù aozer zo war ar skeudenn gant politikerezh Commons. Sellit ouzh Commons:Licensing evit kaout muioc’h a ditouroù war ar gwirioù.
  3. Enporzhiit ho skeudenn ha lakait an titouroù ret diwar-benn ar gwirioù aozer;
  4. Stagit kement titour a c’hall bezañ ouzh pajenn deskrivañ ho restr. Petra eo an danvez anezhi? Penaos eo bet graet? Gant piv eo bet graet? Mard eo ul luc’hskeudennn, lakait pelec’h eo bet tennet? Pegoulz? Gant peseurt doare luc’hskeudennerez?
  5. Ouzhpennit ar rummadoù a zegouezh gant ho skeudenn. Lakaat ur rummad d'ur skeudenn n'eo ket marteze ar pep aesañ-holl; klaskit skeudennoù damheñvel ouzh hoc’h hini evit bezañ heñchet.
  6. Sellit ha n'hallfe ket ho skeudenn bezañ ouzhpennet ouzh pajenn ur pennad bennak.
    1. Furchit e-barzh Commons da welet ha n'eus ket ur bajenn a zegouezhfe brav ho skeudenn dezhi. Implijit pajennoù ar palier diwar-benn danvezioù kar evit heñchañ ac’hanoc’h.

Adal bremañ e c’hall ho skeudenn bezañ implijet e-barzh holl raktresoù Wikimedia. Tu zo deoc’h implijout pajennoù Commons evel ma rafec’h gant forzh pe bajenn all, dre implijout al liammoù [[Image:]] pe [[Media:]].

Evit deskrivañ ar skeudenn:
*Description: What can you see/hear?
*Source: self-made or URL
*Photographer/Painter: First name last name of the author (with provided files additionally ~~~)
{{License}}

Ho pet soñj

  • ur wech bet krouet ho kont ganeoc’h, kit d'ober un tamm tro war pajenn Babel evit lakaat war wel ez eus ur brezhoneger ac’hanoc’h, a-benn aesaat an eskemmoù war Commons.
  • M'hoc’h eus goulennoù, gwelit ar Poull-kannañ
  • Mar fell deoc’h sevel goulennoù e brezhoneg ouzh unan bennak ent resis, sellit ouzh roll ar vrezhonegerien